Tournures vannetaises
Troeienneu é gwenedeg

Skrivadur: Une étude du livre de Loeiz Herrieu Kammdro an Ankoù par Fanch Morvannou


Peurvuian e vez diaes d'ar vrezhonegerion KLT lenn gwenedeg kozh, ha diaes­soc'h c'hoazh komz gwenedeg. Ken diaes ail e vez moarvad da vrezhonegerion Bro­Wened lenn KLT, ha ken diaes ail komz. Ha kement-man en desped d'ar strivoù a zo bet gwraet ewid tostaad dre skrid an daou rummad parlantoù an eil douzh egile.

A-drugarez d'ar skrivadur etrerannyezhel e c'hellomp, a-benn ar fin, gwiskan ar skridoù warne liw n'eus forzh pessort parlant, gant ur stumm oc'h aessaad d'al len­ner tremen eus ur parlant pe rannyezh d'un ail.

KLT e vo yezh ar studiadenn-man, ha gwenedeg evel-just an oll arroudennoù a vo tennet eus Kammdro an Ankoù. Mes ur skrivadur hebken a vo ewid gwiskanan diw rannyezh.

E skrivadur kozh ar gwenedeg eo bet skrivet e levr gant Loeis Herriaou, ha kement skrid bet savet gentan, pe dost.

Diskouez a raomp aman gant ur skwer peheni eo talvoudegezh an daou skri­vadur (gwenedeg kozh hag etrerannyezhel) an eil e-kenver egile :

Gwenedeg kosh L.H.

Skriù e hrèr dein en en des mil boén tud mem bro genein, én arben nen dan ket d'er gér. Lode lar éh on kuhet én ur menahti, é skriù ul lévr, e uerhein kir bras goudé er brezél ! Réral, hag e vezul peb unan doh ou goalen, éh on é Pariz éh obér hoari gaer get er merhed !

Kaer en de me hansorted laret éh on ama, ne vennér ket ou hrédein. Sellet é vè du dohté zoken! O sotoni en amoeded...

Un doéré aral divourusoh e za dein ag er gér : keméret é me zammig tachen ér Goh-Kér aveit ober ul labou­radeg de bakein aerlestri-mor. Ret é guerhein me loñned ha me zreu ... E ma er goal ar hol lerh !...

Degoéhet é er hlenved amomb. Pemp, diar seih mah omb ér burèu, e za er grip dehè. Terhein, pâs. Dinerhet omb ...

Lénn e hren en nihour, én ul livr de Bourget, penaos méchér ur soudard e zo ur gaer a véchér, rak ma tisk d'en dud ober ou devér ! Kaeh den ! Él lévreu é ma és lakat en treu de gouchein elsé. A p'en dehé biùet pear blé dohtu én ur vuhé sord get honnen, é huélehé, én eskem, n'en des méchér erbet hag e ziskar ken izél mabdén, a gorv hag a spered ...

Obér ou devér ! Ret é ou hleuet a tro en dé é klem hag é seùel énep de beb bili, de beb lézen.

> (KAA, pp. 267-8.)

Etrerannyezhel

Skriv a raer din en en deus mil boan tud mam bro genin, en arbenn nend an ket d'ar gêr. Lod a lâr eh on kuzhet en ur manati, é skriv ul levr, a werzhin ker bras goude ar bresel! Re 'rall, hag a vusul peb unan doc'h o gwalenn, eh on e Paris ec'h ober c'hoari gàer ged ar merc'hed 1

Kàer en deus ma c'hensorted lâred eh on aman, ne venner ket o c'hredin. Sellet e vez du doc'hte zokén! O sotoni an amoeded...

Un doere arall divourussoc'h a za din ag er gêr : kemeret eo ma zammig tachenn er Gozh-Kêr ewid ober ul labouradeg da bakin aerlestri-mor. Red eo gwerzhin ma loened ha ma zraoù ... Ema ar gwall àr hol lerc'h!...

Degouezet eo ar c'hlenved àmomp. Pemp, diàr seizh ma'h omp er burew, a za ar grip dehe.Terzhienn, pas. Dinerzhet omp ...

Lenn a raen an neizhour, en ul levr da Bourget, penaos micher ur soudard zo ur gàer a vicher, rag ma tesk d'an dud ober o dever! Kaezh den! El levroù ema aes lakaad an traoù da gouchin 'vel-se. A p'en dehe bewet pewar blé doc'htu en ur vuhez sort ged honnan, e welehe, en eskemm, nend eus micher erbed hag a ziskar ken isel mab-den, a gorf hag a spered ...

Ober o dever! Ret eo o c'hlewed 'tro (1) an deiz é klemm hag é sevel eneb da beb beli, da beb lesenn.


(1) A tro en deus skrivet L.H. Iskis eo. Gant a, e tlefemp kaoud a dro. Martese ema a tro ewid e-tro (autour de, vers, aux environs de, environ). Mes ar ster-se ne glot ket gant ar fraseim ... Lenn a raer e stagadenn geriadur gwenedeg Ernault : tro (Arv.), adro (Arv.), adv. « pendant toute la durée de », Setu dres ar pezh han eus aman, Beteg-goûd e vo skrivet 'tro er skrivadur etrerannyezhel.

  1. An E e skrivadur kozh ar gwenedeg a liw un distagadur peushanval douzh an e galleg e gerioù evel je, te, le; bezet [ë].
    • dirag ur verb E gwen. = a etrer.
      LOD E LAR = lod a lâr.
      LÉNN E HREN = lenn a raen.
    • ER, EN gwen. = ar, an (ger-mell).
      ER GÉR, ER GRIP = ar gêr, ar grip.
      EN DUD, EN TREU = an dud, an traoù.
    • ME = ma (va e Leon) ; TE = ta (da KLT).
      ME ZAMMlG TACHEN = ma zammig tachenn.
      ME ZREU = ma zraoù; TE LEUINÉ ta lewenez (da lewenez KLT).
    • MEM = mam (distaget [mëm] dirag b)
      MEM BRO = mam bro (KLT : ma, va bro)
    • MEN = man (distaget [mën] dirag d ha g)
      MEN DEN = man den (KL.T : ma, va den).
      MEN GULE = man gwele (KLT : ma, va gwele) .
    • A-lies eta e vez distaget an E [ë] e skriva­dur kozh ar gwenedeg pa na vez ket ur skrapig warnan.

  2. An É e skrivadur kozh ar gwenedeg
    1. pa vez e-hunan, a c'hell boud en etre­rannyezhel :
      1. e; SELLET É VÉ = sellet e vez
      2. é dirag un infinitiv = é (1) 0 talvezoud o e KLT.
        • É SKRIV = é skriv (KLT : oskrivan)
        • Pa vez dirag un infinitiv 0 krogiii gant ur vogalenn, e teu é da voud éh e skrivadur kozh ar gwenedeg. Bez ez eo ec'h en et re­rannyezhel :
          ÉH OBER = ec'h ober (KLT : oc'h ober).
      3. eo, distaget [ é] e KTGw
        • KEMÉRET É = kemeret eo
        • RET É GUERHEIN = red eo gwerzhin.
      4. silabenn gentan ar verb ema (skrivet e daou c'her e skrivadur kozh ar gwenedeg) : É MA = ema
      5. an hanw-gwan perc'hennañ gourel 3e gour: É DAD = e dad


    2. pa vez e-barzh ur ger, a glot gant e en etrerannyezhel, hag a-lies a dalv kement hag an -ez (distaget [és] e Leon, [ é] lec'h-all).
      1. ÉR, ÉN, ÉL = er (e+ar), en (e+an), el (e+al)
        • ÉR BURÈU = er burew ÉN TIÉR = en tier
        • ÉL LIVREU = el levroù

          (2) An é-se ne zegass ket ataw ar c'hemmadur war e lerc'h e KAA : É MONET = é moned (KLT : o vont).
      2. GOUDÉ = goude; OBÉR = ober; MÉ = me; MECHÉR = micher; DEVÉR = dever; ER VUHÉ = ar vuhez; EN DÉ = an deiz; BAMDÉ = bemdez; ER GUÉ = ar gwez.
      3. ÉN = en
        ÉN HENT = en hent.

  3. An È e skrivadur kozh ar gwenedeg a vez kavet e meur a zegouez dishanval :
    • en desped da c'herioù evel : BAMDÉ (bem­dez), BUHÉ (buhez), BÉ (bez), É VÉ a gaver skrivet dalc'hmad, 0 talvezoud e vez en etrerannyezhel.
    • e gerioù evel : DEHÈ = dehe (dezo L) ; ARNEHÉ = àrnehe (KLT : warne, warno) ; ÈL = 'vel, evel ;' A P'EN DEHÈ = a p'en dehe (KLT : defe) ; TÈR = teir; DÈBREIN = debrin.

  4. Ar strolladoù OÈ ha OÉ e gwenedeg :
    • OÈ a gaver e : GOÈD = gwad; KOÈD = koed, koad; E OË = a oa; KROÈDUR krouadur.
    • OÉ e : POÉN = poan; KOÉN = koan.
    • DOÉRÉ = doere eo distagadur doare e gwenedeg. Mad e ve er gennyezh ober an diforc'h etre : doare : façon, manière, aspect ha doere : nouvelle, heñvelster gant keloù.

    Er skrivadur etrerannyezhel e vo distaget oa [oé] pa vo lennet gwenedeg, nemed en un nebeud gerioù ma chom [oa] :

    • àrc'hoazh, c'hoant, c'hoari, c'hoarzhin, c'hoazh, goap, goar, koant (hag ar gerioù deveret).
    • noazh a vez distaget [nüaHH] pe [nüèHH] pe [noèHH] e gwenedeg.

  5. Er gerioù 0 krogin gant GOA- er skridoù gwenedeg (en diavaes eus goap ha goar na chanchont ket pa vezont gwisket en etrerannyezhel), e talv ar GOA-se : gwa- en ererannyezhel peurliessan :
    • GOAH = gwazh (ruisseau, ha : pire, pis). GOAL = gwall ; GOALEN = gwalenn : GOALH = gwalc'h; GOANN = gwan; GOARANT gwarant;
    • GOARD = gward; GOAREG = gwareg; GOAREM = gwaremm; GOAS = gwas; GOASK = gwask; GOASTEIN = gwas­tin.
    • GOARN, GOARNOUR = gouarn, gouarnour.

  6. A-lies e vez -OA gwenedeg -oua er genyezh :
    • DOAR = douar; KLOAR = klouar : HOARN = houarn; BOAR = bouzar ...
    • MOÉZ = maoues; MOÉH, BOÉH = mouezh.

  7. Peurvuian ar GU- gwenedeg en deroù a dalv gw- en etrerannyezhel. Ar c'hemmadur a vez U- pe HU = w- en etrerannyezhel :
    • GUÉ, GUÉEN = gwez, gwezenn; GUEH, ER UÉH-MA = gwezh, ar wezh-man; GUÉLET = gweled (gweloud) ; É HUÉLEHÉ = e welehe (KLT : e welfe).
    • TAOLENNEU KOH E UÉLAMB = taolennoù kozh a welomp.
    • GUÉNED, DE HUÉNED = Gwened, da Wened ; GUINIH/GUÉNIH = gwinizh ; GOLEIT A UÉNIH = goloet a winizh; GUNÉHTU = 'gwinizh-du.
    • Gerioù ZO, evel gurun, a chom digemm en ur dremen eus ar skrivadur gwenedeg d'an etre­rannyezhel.

  8. An Ù gwenedeg.
    1. Kavet e vez a-lies e dibenn genou zoo Bez' e c'hell talvezoud en etrerannyezhel :
      1. MARD = marw; BIÙ = bew; PIÙ = piw; HAND = hanw; ATAÙ = ataw; DIVALAÙ = divalaw; FAÙ = faw; GAR = garw; GLOEU = gloew; KARÙ = karw; LI Ù = liw; MÉU mezw (1) ...
      2. KRIÙ = krenv; PRÉU (1) (skrivet PREND iwe) = prenv; GOUIAND (skri­vet GOUIAN iwe) = gouianv (KLT : gouanv); HANÙ (HAN) hanv_;
      3. KLANO (KLAN) - klanv; SKANU (SKAN) = skanv; NÉANÙ (NEAN) = nenv.
      4. SKRIÙ = skriv (KLT : skrivan) ; SAÙ = sav; ARSAU = arsav ...
      5. u : ACHIU = achu.


    2. An -Ù- gwenedeg en diabarzh a gaver peurliessari er gerioù dev~ret eus ar re mene­get en A). Dont a ra an -U- se da voud.
      1. -w- : MEROEL = merwel; BIÙEIN (BËÛEIN) = bewin (KLT : bewan) ; HANÙEIN = hanwin (henwel) ; FAÙEN = fawenn; UÙET = liwet ••.
        Ha c'hoazh : EÙÉ = iwe; LEÙINÉ = lewenez; NEÙÉ = newez.
      2. -v- SEÙEL = sevel; SKRIÙET = skrivet.
        Hag iwe : BIRUIKIN (BIRÙIKÉN) = birviken ...
      3. -nv-: GOUIÙEIN = go~nvin ; KLENÙED (2) = klenved; PRENÙED (2) = prenved; KRIÙAT = krenvaad...


    (3) Pa vez un -É dirag un -U dibenn, ema ar c'his e gwenedeg da chom heb lakaad ar skrapig (Ù ) war an -U-se.

    (4) Er skridoù gwenedeg koshan (Kamdro en Ankeu, da skwer), ne vese lakaet tildenn ( ~ ) ebed war an -n­dirag -ù-. Lakaet e vese er c'hontrel e gerioù evel KANNAL (kanal = kanan); MANNÉ (menez), LONNED (loened).

  9. EIN gwenedeg en dibenn.
    1. dibenn infinitiv = -in (= -an e KLT a-lies) PAKEIN = pakin (KLT : pakan) ; GUERHEIN = gwerzhin (KLT : gwerzhan); DEBREIN = debrin.
    2. dibenn gour 1an an araogennoù displeget:
      • DEIN, GENEIN, DOHEIN = din, genin (KLT : ganin), doc'hin (= ouzhin, douzhin).
    3. amzer-da-zont gour 1 an unander :
      • E UERHEIN = a werzhin.
    4. LEIN (déjeuner, sommet) = lein; MEIN (liester eus MÉN = maen) = mein.

  10. AN EU gwenedeg.
    1. e dibenn ar gerioù : -EU
      1. liester = où. Heman a vez distaget peurvuian [o] e Treger, [ou] e Leon,hag en ul lodenn vras deus Kernew, [ow], [aou] e Kernew-Uhel (dre vras) , hag e Gwened­Isel, [œü] e Gwened-Uhel. Ore ma'z eo diasezet ar gwenedeg skrivet war ar parlant-mari, ne glot an -eu gwenedeg nemed gant distagadur ar parlant-se.
        • ÉL LÉVREU = el levroù (KLT ha Gwen. Isel : el levrioù) ; GIRIEU = gerioù;
        • AR ER MEZEU = àr ar maesoù (KLT : war ar maes).
      2. pa vez -aou e KLT, e vez eu e gwenedeg, ken é liester ar gerioù unsilabenneg, ken e gerioù ail (unsilabenneg pe get) :
        • EN TREU. ME ZREU = an traoù, ma zraoù DEU = daou; GEU = gaou; IEU (3) = yaou ; KREU = kraou ; CHELEU = selaou ... ME BIEU = me 'biaou ; GOLEU = gouloù.
      3. a-wechoù e talv an -EU (4) dibenn -ew
        • ME GLEU = me 'glew; RESEU = ressew.
    2. e korf ar gerioù, pe en deroù anehe :
      1. = aou
        • SEUD = saout ; MEUD = maout; PEUR = paour; FEUT, FEUTEIN = faout, faoutin (KLT : faoutan); EUR (5) = aour; PIEUEIN = piaouin; CHELEUET - sela­ouet; PEURANTE = paourentez; GOLEUEN = goulaouen; LEU, LEUEN = laou. laou­enn:
      2. = ew
        • KLEUET = klewet; RESEUET = ressewet ... (peurliessan e vez ur skrapig ( Ù ) war -U- ar gerioù-man).
      3. a beb sort:
        • DEUR = dour
        • EURED (skrivet ÉRED iwe) = eured EURUS = eürus
        • EUN = aon
        • EUN = eeun
        • EUTRU = aotrou
      4. digemm : seul, talon (e-tal SUL-MUI = seul vui).
        • digemm : seul, talon (e-tal SUL-MUI = seul vui).


    (5) N'eus na y na w e lizherenneg a·r.gwenedeg kom.
    (6) Ewid an -ÉU, sel1ed uhelloc'h en 8 A).
    (7) Skrivan a ra Loeis Herriaou EUR (heure) evel eur (= aour, or). E gwenedeg e kaver eur (heure) skrivet ÉR iwe.

  11. An H gwenedeg.
  12. Ne oa ket a c'h el lizherenneg wenedeg.

    1. E deroù ar gerioù, e talv an -H- gwenedeg kement ha :
      1. an h- er genyezh :
        • had; HALÉN = halen/holen; HAN = hanv; harz; HIAUL = heol; hir; HIVIZ = hivis; huchal; hun; HOARN = houarn...
      2. Ar c'h- er genyezh :
        • HOANT= c'hoant; HOARHEIN = c'hoar­zhin; HOARI = c'hoari; HOÉR = c'hoar; HUÉH = c'hwee'h; HUÉHEIN = c'hwezhin (KLT c'hwezhan); HUENNAT = c'hwennad; HUEN = c'hwenn; HUERÙ = c'hwerw; HUI = c'hwi; HUIL = c'hwil; HUITEL = c'hwitell ; HUIZ = c'hwes ...
      3. Gerioù zo a gaver H- enne en dibenn e gwenedeg, ha n'eo ket bet miret er genyezh :
        • HANAL = anal; HANAT = anad; HANAUEIN, HANAOUIT (1) = anavoud; HISTOÉR (2) = istoer (KLT : istor) ...
      4. kemmadur K = c'h er genyezh ha kemmadur G = c'h er genyezh :
        • ME HANSORTED = ma c'hensorted OU HREDEIN = o c'hredin
        • ER HLENDED : ar c'hlenved
        • UN ARAL E HOULEN = un arall a c'houlenn.
    2. E diabarzh pe e dibenn argerioù, e talv an -H-/-H gwenedeg kement hag ar z-/-z KLT er memes degouezioù
      1. peurliessan e teuont o daoù (ar z hag an h) diwar ct pe tt "kozh", pe diwar rt/rd : zh er genyezh:
        • E UERHEIN =e werzhin
        • DINERHET = dinerzhet
        • TERHIEN = terzhienn
        • KUHET = kuzhet ... ,
        • KOH, BAH, KAH, KRANPOEH, TARH, BARH, POEH ... = kozh, bazh, kazh, krampouezh, tarzh, barzh, poazh...
      2. E diabarzh pe e dibenn ar gerioù, e klot a-wezhioù an H-/-H gwenedeg gant ar -c'h/c'h er genyezh (evel ma ra en deroù) :
        • BRASOH = brassoc'h : MERH, MERHED = mere'h, merc'hed; PLAH = plac'h...
      3. Un -H diabarzh a verk a-wechoù ur hiatus etre diw vogalenn (hag e c'heller e glewed en distagadur)
        • TRUHÉ = truez,
        • A-wechoù e klot gant ur -z- na vez distaget nemed e Leon
        • DEGOEHET = degouezet
        • Gwechoù all e klot gant ur -z- « leoneg » a vez distaget [H] gant Leonis zo iwe :
        • ANEHÉ, DEHÉ, DEHON = Leon : anezo, dezo, dezan.
      4. Un H- deroù a vez kavet e gwenedeg e displegadur ar verb GOBER (= ober) o verkan kemmadur ar G-, daoust ma ne vez ket distaget an -H- se :
        • ANAOUT E HRA ER PLAH = anavoud a ra ar plac'h
        • TREMEN E HRAMP = tremen a raomp GOUT E HRAN = goûd a ran
        • LÉNN E HREN = lenn a raen.

    (8) E gariadurig Meriadeg Herrieu : Le Breton par l'image n'eus h-ebed aman. Med e oberoù e dad e kaver stummou koshoc'h evel-just.

  13. AR er skridoù gwenedeg ne vez morse ar ger-mell AR er genyezh :
    • AR = àr (KLT : war)
    • AR ER MÉZEU = àr ar maesoù (KLT : war ar maes)
    • AR HOL LERH = àr hol lerc'h (KLT : war hon lerc'h) .

  14. Ar -W- diabarzh er skrivadur etrerannyezhel a c'hell, e gwenedeg, boud distaget :
    1. [ü] : awel [aüél]
      • ne glewer nemed trous [glëüer]
    2. netra : ewid [eid] (1)
      • pewar [péar, piar, poar, pwar]
      • (dres evel awel distaget [ael] en ul lodenn vras deus Kernew).

  15. RANNIGOÙ VERB
    1. E gwenedeg : E, É = a, e er genyezh :
      1. UN TAD E GAR É VUGALÉ = un tad a gar e vugale
      2. BRETONED E OÉ HUN TADEU = Bretoned a oa hon tadoù
      3. LIÉS É LENNAN = lies (KLT a-lies) e lennan ARHOAH É VEIN ÉR GÉR = arc'hoazh e vin (= vezin) er gêr.
    2. EN eo furm ar rannig-verb E a c'heller kaoud e gwenedeg :
      1. dirag ur raghanw personel lakaet dirag ar verb:
        • EIT MAM EN HOU KÉMÉRAN = ewid mamm en ho kemeran (1)
        • KLT : e kemeran ahanoc'h.
      2. dirag EN DES (en deus), 3° gour unander ar verb en devoud (= kaoud)
        • SKRIÙ E HRÉR DEIN EN EN DES MIL BOÉN TUD MEM BRO GENEIN = skriva raer din en en deus mil boan tud mam bro genin KLT : skrivan a raer din o deus tud ma bro, pe : penaos o deus (2).

    (9) ober a ra Loeis Herriaou gant ar stumm AVEIT a-lies a-walch. Evid a gaver e Dasson ur galon.

  16. Diwarbenn : EN DES.
  17. Bez ez eo evel-just displegadur ar verb endevoud (kaoud) ar memes heni e gwenedeg hag e KLT, gant nebeud tre a berzhioù dibar :

    Gwenedeg : Etrerannyezhel :


    UL LIVR EM ES
    HA ES, HA TES
    EN DES
    HÉ DES
    HON ES
    HOU ES, E HUES
    OU DES


    ul levr 'm eus
    ' t eus, c'h eus
    en deus, (en neus)
    he deus
    hon eus
    ho peus, hoc'h eus
    o deus
    1. Pa ne vez rener ebed, e vez implijet ar furmoù-se herwez ar gour, ar reizh hag an niver,
      1. UL LIVR EN DES - ul levr en deus (il a un livre)
      2. UL LIVR HÉ DES = ul levr he deus (elle a un livre)
      3. UL LIVR OU DES = ul levr 0 deus (ils, elles, ont un livre)
      4. Mes pa vez ur rener (en 3° gour eta), e gwenedeg e vez miret ar furm EN DES, na boud e vez ar rener un hanw gwregel en unander; pe lakaet el liester :
        UL LEVR EN DES
        • ER PLAH IAOUANK (d) (KLT : he deus)
        • ER VUGALÉ (e) (KLT: o deus)
        • ER PAUTR (f) (KLT : en deus)
      5. Skwerioù tennet eus KAA:
        • (3) D'ER GUÉ, d'ER LONED HA N'OU DES KET SPERED. D'ar gwez, d'ar loened, ha n'o deus kat spered,
        • (6) DOUÉ EN DES LÉZET LEUINÉ BARADOÉZ EN DOAR. Doue en deus lezet lewenez baradoes (KLT: barados) an douar.
        • (4) PEMP PLE ARAL EN DEUS KEMERET ER FRANS A ME IOUANKIZ GUELLAN. Pemp blé arall (KLT: all) en deus (KLT: he deus) kemeret ar Frans a (KLT: eus) ma yaouankis gwellañ .
        • (5) KAER EN DES ME HANSORTED LARED EH ON AMA. Kaèr en deus ( KLT: o deus) ma c'hensorted âred eh on (KLT: emaon) aman.
        • (5) ER GERMANED EN DES LAKEIT. Ar Germaned en deus (KLT: o deus) lakaet.
      6. Mad eo kenverian gant an doare ma vez gwraet er yezh a-bezh e degouezioù all :
        • Dansal a ra
          ...ar paotr
          ...ar baotred
        • Dansal a raont (3)
    2. N'EN DES NAMEIT MAD
      1. N'EN DES NAMEIT MAD Nend eus (= n'e.us) DE LARET ANEHE. namaed mad da lâred anehe (= anezo).
      2. N'EN DES = nend eus = n'eus (ne'z eus gant Leonis)
      3. N'EN DES KET MUI A HARZ = nend eus (= n'eus) ket mui a harz
        • N'EN DES NAMEIT ER RË EN DES GROEIT HENT ELSÉ... HAG E HEL KOM­PREN DONDED DISKON­FORT ER HEH SOUDARD 'AR DROED ...
        • Nend eus (= n'eus) namaed ar re en deus f- 0 deus) gwraet hent 'vel·se hag a c'hell kom· pren donded diskonfort ar c'haezh soudard àr (= war) droad...


    (10) Kv eit t'hai en ë-hum aühum aüffran (ewite en en ofran), c'est pour eux que je m'offre (in Doctrinal ar Christenien, Morlaix 1628 meneget in Le Verbe breton P. Le Roux, Plihon-Champion 1957, p.443)
    (11) E parlantoù zo eus Kernew e vez lâret pa 'ta (Leon : . pa zen): ar rannig-verb e eo a zegass arc'hemmadur d/t ase. moarvad. Kv P. Le Roux, op. cit. p. 245.
    (12) Selled iwe ouzh pp. 144-149 levr f. Le Roux meneget uhelIoc'h (accord du verbe avec le sujet).

  18. A beb sort.
    1. A PE = a pa
      1. . A-lies e vez lakaet a e gwenedeg dirag ar stagell pa.
      2. Pa = a pa .(quand, lorsque) a c'hell sinifioud : si.
        • P'EN DEHÈ BlUET PEAR È DOHTU.
        • A p'en dehe (= mar en dehe, KLT : en defe) bewet pewar blé (KLT : bloaz) d 0 c ' h t u ( = diouzh renk).
    2. Assantin a ra ar Wenedourion douget d'ar genyezh "aberzhin" stummou evel HUN, HUR, HUL =; hon, hor, hol, dre ma n'int ket red ewid ar c'hompren, ouzhpenn ma' z'int gwenedeg-uhel rik, Ewid an dibennoù -amb hag -ant (gour kentan ha 3° gour liester e displegadur personel ar verboù), ez int tost tre, e-kenver distagadur, doc'h ar furmoù -omp hag -ont : evel-man eta e vint diskrivet aman. Hanval e vo ewid EMANT = emaint.
    3. Un nebeud gerioù zo e gwenedeg skrivet o krogiri gand gl- pe gr-, ma kaver -ou-, -o- (hag -u-) war o lerc'h : er genyezh emaint da vezan skrivet gant gwl- pe gwr- en deroù :
        • GLOAN = gwlan GLOEH = gwlizh
        • GLUB, GLUBEIN = gwleb, gwlebin (KLT : gwlebian)
        • GROUIAD (bet skrivet GOURIAD ken a-lies all) = gwriziad
        • GROUIEN (bet skrivet GOURIEN ken a-lies all) = gwrizienn
        • GROAH = gwrac'h
        • GROUIAT, GROUIEIN = gwriad, gwriin GROEIT = gwraet (eilstumm : graet).
    4. Ober a raimp gant an dibenn-liester -ion (= ien) er studiadenn-man, hag hi KLT : n'eo ket diaessoc'h d'ur c'h/KLT kompren : kemenerion eged kemenerien ; dre ma vez ar pou es­mouezh war an eilziwezan, e vez displann gantan liw-son vogalenn an dibenn. Pa vez distaget gantan gerioù evel permission, komission, ne vez ket fraezh kennebeud liw-son an -o- dibenn e KLT.




LE BRETON PARLE VANNETAIS

Ur blijadur é komz brezoneg!
Meriadeg Herrieu

Tournures vannetaises relevées dans les textes du site



  • Ne hues ket dober hag ho "priket": littéralement: tu n'as rien à faire avec ton briquet ; Tu n'as pas besoin de ton briquet
  • Bobillon: bavard intarissable
  • Evel-se e vo tu doh : littéralement: ainsi il y aura moyen ; ainsi tu pourras
  • Aze eman an dalh : C'est là qu'est le hic
  • Ur seurt: quand même
  • Nitra a grenn : rien du tout
  • En ul lakaet : En mettant
  • Edan berr: d'ici peu
  • Hag hi de voutein hé brochen... (Unannig zu e oè) : Et elle de planter ses aiguilles...
  • En den en em-stag doh é lonned : On s'attache à ses bêtes
  • Chetu Yehann pell doh é gazeg : Me voilà loin de mon sujet